Evit mont 'maez eus an ti, arabat deoc'h klask freuzañ ar mogerioù: trawalc'h eo deoc'h mont en dro gant an hent ho-poa kemeret evit dont tre. Lao Tseu

 

War zao ! tud daonet deus an Douar !
Kent mervel gant an naon, war zao
Ar skiant a gomz ag a lavar
Reï an diveza taol-chao !
Ret eo teurel Ar Bed-koz (a bez) d'an traon !
Meveillen paour, war sao ! atao !
Greômp vit mad dezi he c'haon
Bezomp maest lëc'h beza esklao !

A(r)n emgann divëza zo,
Holl, war zao hag (w)arc'hoaz,
Ne vo(‘o) er bed met eur vro
Da vihan ha da vraz !

En trezomp na neuz salver ebed,
Na pab, na doue, na den all !
Ha Deomp hon unan a v(ez)o red
Ober aman ar gwir ingal :
A-Benn harz laëron braz da noazout,
Derc'hel ar spered en he blom !
C'hwezomp hon c'hovel pe ‘vefomp boud
A dao d'an ouarn keït m'he tomm !!

Diskan

Ar Stâd so fall ! ha pep lezenn kamm
An dëog a oad ar paour-kaez den ;
Deveriou d'ar re vraz neuz foeltr tamm
Gwiriou ar paour-kaezh zo (eur gomz) ven
Awalc'h eo dindan Vaest kastizia
Al Lëaldet ‘ c'houlenn trëo all
Dindan-hi ‘veffomp holl memeuz tra
Gant deveriou, droëjou ingal !?

Diskan

Ken Udur ! en kreïz ho brassoni,
Hon Mistri war an holl labour
Deuz gret biskoaz nemet ransoni
Laerez poan ar micherour ;
Rag en (em) prez kloz an dud didalve
Kement ve kroûet ve teuzet ;
Goulennomp vo rentet hep dale
D'ar bobl kaez ar pez so d(g)leêt ?

Diskan

Holl Micherourien a koërijen.
Memprou a labour ar bed-man,
Ar bed-mañ so d'al labourerien !
An dud didalve diwarn-han !
Deuz hom c'hoejen gwelit hint (holl) lard mad :
Na pa deufe eur sort brini
Eun deîz ar bed paour-mañ (an douar) da gwitâd
An heol ‘zalc'ho da lugerni !

Diskan

Garz ebed ken kreïz-entre pep Bro !
An holl dud breudeur war ar bed !
Ar brezellou diot (zôd) er blôto !
Dao d'ar re vraz c'hoaz m'ar be red
Evit-hê na n'effomp biken ken
A villerou de n'em drailla !
War zao ! p'emañ ar skiant (so) ho ren
Demp vo red terri pe blega !?!